Tad nedeleg, deuio du-mañ da zegas leun a brofoù kaer, ur prof din-me, ur prof dit-te, ha profoù brav evit mamm ivez
tridienn
tridienn
Ses blogs
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
Demat !
Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
tridienn
Articles :
103
Depuis :
01/12/2009
Categorie :
Emploi, Enseignement & Etudes
Articles à découvrir
Skrabat a ra, skrab, skrab, skrab flourañ a ra, flour, flour, flour piñsañ a ra, aioù ! aioù ! aioù ! skeiñ a ra, pan ! pan ! pan! hilligat a ra, guili, guili, guili ! lavarout a ra, kenavo ! kenavo ! ha kuitaat a ra...
Meskañ an toaz, meskañ an toaz, meskañ an toaz, dibouloutañ ha dibouloutañ ha dibouloutañ. aozañ yod, aozañ yod, aozañ yod dibouloutañ ha dibouloutañ ha dibouloutañ.
Oa! o! oa! o oa hopti, oa o! deuit du-mañ, ni 'c'hoario ni 'lako tan e lost ar bleiz oa hopti oa o
Bout a oa ur plac'hig hag a yae d'ar marc'had. war he fenn hi doa lakaet tri aval 'barzh ur baner. an aval rae rouli-roula an aval rae rouli-roula graet tri paz war-raok. graet tri paz a-dreñv. tri paz war an tu. tri paz war un tu all.
Me 'm eus ur podig peseurt podig? ur podig pri peseurt pri? pri melen peseurt melen? melen vi peseurt vi? vi ar yarig peseurt yarig? ur yarig wenn a lamm er-maez deus ar gartenn.
A-benn dilun ez in d'ar foar ha me a breno ur c'hog. kokokok a raio ma c'hog. ko kokorikero a-benn dimeurzh ez in d'ar foar ha me a breno ur yar. kakakak a raio ma yar; kokokok a raio ma c'hog; ko kokorikero a-benn dimerc'her ez in d'ar foar ha me a breno un houad. kwakwakwak a raio ma houad; kakakak a raio ma yar; kokokok a raio ma c'hog; ko kokor
Ar yarig, ar yarig pelec'h emañ he zi? en ur gambrig, en ur gambrig alc'hwezet eo warni mes me a dro hag a zistro keit am bo kavet tri hemañ pe houmañ emañ daet ganin
Ur maligorn dindan ar glav ur maligorn dindan ar glav fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav. daou valigorn dindan ar glav fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav. tri maligorn dindan ar glav fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav.
Mammig-yar o skrabat, poñsin o pigosat, hag ar c'hi o lammat. buan ! buan ! deomp da guzhat !